Ostaleri

tavarn
Iskevrennad eusti-evañ, food establishment Kemmañ
Tachenn obererezhioùhospitality industry Kemmañ

Un ostaleri (a-wezhioù ostaliri pe ostalidi hag un nebeud gerioù damheñvelster : tavarn, kafedi, bar zo ur lec'h ma vez gwerzhet diedoù alkoolek pe evajoù dialkool, met servijet e vez kafe hag evajoù tomm all ivez.
Ar pratikoù a ya di da evañ ur banne pe vuioc'h, ouzh ar c'hontouer pe ouzh taol, alies gant tud all evel mignoned pe kenlabourerien. Gallout a reont ivez lenn ar gazetenn, c'hoari da c'hoarioù a bep seurt evel ar biroùigoù, dañsal, hag all. Pep ostaleri he deus he aergelc'h dezhi. A-wezhioù e vez gwerzet meuzioù simpl pe geginet mat. Rouesoc'h e vez kinniget un nebeud lojeiz. Perc'henn pe atebeg un ostaleri a zo un ostiz hag an tavarnour a ra war-dro un davarn pe un ostaleri[1]. Ur mevel eo an den a vez implijet evit ober ar servij ha ar vatezh ar vaouez a ra memestra.
Troiennoù-lavar : "traod bank an ostaleri", "piler an davarn" a lesanver un den a dremen kalz eus e amzer en un ti-evañ[2].

  1. Tavarnour hag ostaleri a vez gwelet e pezh-c'hoari Gwilhou Kergourlez, Bitekle : war hent ar Baradoz.
  2. Glosbe troidigezh c'hallek eus tavarn., Tavarn.

Developed by StudentB